Al Liamm 447
Édition : Kuzul ar Brezhonneg (KB)
Illustrateur : Xavier DE LANGLAIS
Type de publication : Revues et journaux (RJ)
Langue : Breton
Année de publication : 2021 Juillet-Août
Numéro dans la collection : 447
Dimensions : 12*18
Nombre de pages : 88
Synopsis : Revue littéraire en breton qui parait tous les 2 mois.
Ce numéro édité pour l’été 2021 est entièrement consacré à “LANGLEIZ” à l’occasion de l’exposition de Lannion. Et de la remise du prix “Langleiz” qui a eu lieu le 18/9/2021 dans la chapelle des Ursulines lors de l’exposition.
Code XL : RJ-KB-AL447-2021
Un Dregeriadez gwer hag eeun he sell, en diabell ar Menez Bre. Livadur sinet X. de Langlais 1947.
Sed a weler war golo niverenn an hañv.
E bro Lannuon e kaver skritelloù gant an daolenn-mañ rak un diskouezadeg gouestlet da Xavier de Langlais a zo bet savet gant an tiegezh de Langlais ha ti-kêr Lannuon betek an 9 a viz Here 2021. Merc’hed Breizh eo an dodenn anezhi. Un digarez a-feson evit skipailh Al Liamm, c’hoant ganeomp enoriñ ar Breizhad meur-mañ.
Piv oa Xavier de Langlais/Langleiz ? Un arzour : livour, engraver, treser, teknikour, kelenner hag enklasker… Ur skrivagner ha barzh. Ur stourmer.
Gant ar pennadoù bodet amañ e vo digarez da gaout un tañva eus personelezh arzour Surzhur, eus e vuhez hag e obererezh liesseurt ha liesliv. E bal hag e sorc’henn a oa : ar Gened.
Trugarez d’ar re o deus kemeret perzh evit sevel an niverenn-mañ.
D’an 18 a viz Gwengolo e vo roet Priz Langleiz e Lannuon. E 1976 e oa bet krouet ar priz-mañ gant intañvez Langleiz. Ur priz evit skoazellañ un oberenn pe un oberour war dachenn ar brezhoneg.
Al lid a vo dalc’het e Chapel an Ursulinezed e-touez taolennoù Langleiz. Un digarez kaer da adkavout pe da zizoleiñ oberoù liesseurt unan eus ar Vretoned o deus bet savet ha krouet traoù talvoudus e brezhoneg en XXvet kantved.
Laisser un commentaire