Feunteun Varanton
Diouzh ar stankenn-hep-distro e save ur wenodenn strizh anvet mat gant tudigoù ar vro, na zistagent ket e anv hep krenañ : « Gwenodenn ar soñjennoù foll ». Ha ret anzav ne oa ket hep abeg o doa roet dezhi un anv ken iskis : ar feunteun a weled war he ribl a dremene da vezañ strobinellet. « Feunteun Varanton » a raed anezhi. Daoust ne chom mui liv ebet eus ar gwez bras, pleustret gant evned diniver, a greske gwechall tro-endro d’he bardell, n’eo ket aet da hesk he galloud. Meur a hini a zouj c’hoazh he burzhudoù.
Plijet evel ma veze gant peoc’h ha kevrin ar c’hoadoù, n’he dije ket gellet Viviana kavout, er c’hoad meur a-bezh, ul lec’h peoc’husoc’h ha hoalusoc’h war un dro da zevizal gant he soñjoù.
Marzhin a ouie mat edo ar plac’h d’ar c’houlz-se eus an deiz e-kichen ar feunteun…
Kerkent ez eas da gutuilh ur skourrig kraoñkelvez en ur vod gwezigoù a greske nepell ac’halese. Ur c’helc’h a dresas neuze en-dro d’ar feunteun gant beg ar skourr hag un nebeut gerioù kevrinus.Ha neuze dirak Viviana sebezet, e tifoupas a-zindan ar gwez marc’heion hag itronezed, dorn ouzh dorn, dre goubladoù o kanañ en un doare dispar hag e krogjont da gorolliñ gant kement a ampartiz endra ma sone biniawoù ha bombardoù dihewel da eilañ o c’hammedoù mibin.
Xavier Langleiz, Romant ar roue Arzhur
Al liamm 1975
Laisser un commentaire