Xavier Langleiz hag ar brezhoneg
Savet en deus ar c’hlasker Glenn Gouthe un dezenn e skol-veur Roazhon diwar-benn al liamm kreñv en deus bet an arzour Xavier Langleiz gant ar brezhoneg.
Perak ho peus bet c’hoant da labourat war an danvez-mañ ?
Glenn Gouthe : E-pad ma Master am boe labouret diwar-benn Augustin Guillevig, ur beleg a vro-Gwened bet o tastum kanennoù hengounel. E-touez dielloù an Eskopti ‘m eus kavet lizhiri en doe eskemmet gant an arzour Xavier Langleiz (1906-1975). E fin ma Master on bet aliet gant ma c’helennerion kenderc’hel get ma enklaskoù. Anavezet eo an den dreist-holl evel arzour ha skrivagner war un dro. Evit ma zezenn ‘m eus bet c’hoant da gompren e liamm get ar brezhoneg hag e berzh evit kaout ur skritur peurunvanet.
Dans le Telegramme du 27/01/2022
Laisser un commentaire